Plijadur vras hon eus d’ho tegemer war savenn Redadeg 2018. Amañ e c’hellit dibab hag arc’hantaouiñ ho kilometradoù. Grit he zro ha deuit davedomp (stal@ar-redadeg.bzh) ma teufe diaes ar jeu war ho tu.

Hentad ha kartennoù

Etre eizh lodenn eo rannet an hentad, unan evit pep deiz ar Redadeg. Roll al lodennoù a vez gwelet e tu kleiz ar skramm-mañ o klikañ war ar c’harrez anvet “Hentad”.

Evit arc’hantaouiñ ur c’hilometr eo dav deoc’h dibab ho lodenn da gentañ.. Pep kilometr zo skeudennet gant ur merker livet hervezh stad ar c’hilometr (dieub, rakviret, miret, prenet). Klikit war ur merker evit sellout ouzh titouroù ar c’hilometr e tu dehoù ar gartenn. Pa vez gwelet splann eo dieub ar c’hilometr e c’hallit klikañ war bouton “Prenañ”. Ouzhpennet e vo ho kilometr e-barzh ar baner(ad). Tu vo deoc’h lakaat meur a gilometr er banerad ma fell deoc’h. Da c’houde e c’hallit mont war ar baner a-benn peurechuiñ hoc’h urzhiad.

Nevezaet eo ar c’hartennoù en ur mod reoliek met a-wechoù eo ret gortoz un tamm a-raok gwelout ar cheñchamant liv war ar merker.

Kont

War ar gont a vo krouet ganeoc’h e vo goulennet diganeoc’h an holl titouroù ret evit fakturenniñ pe evit reiñ un testeni tailhoù deoc’h. Gallout a riot ivez reiñ deomp titouroù diret evit ar c’helaouiñ/c’hehentiñ (kevredigezhioù, embregerezhioù, stalioù…). An titouroù rediet a zo merket gant ur steredennig (*).

Evit poent ne viot ket evit mont en-dro war ho kont, neuze grit anezhañ pa viot sur da vont betek penn hoc’h urzhiad. Ur chekenn e c’halloc’h kas dre an ti-post: Ar Redadeg a di da di – BP 15 – 35310 Morzhell / Mordelles.

Hentad 2018

Klikañ war ur bouton (amañ dindan) evit diskouez kartenn ul lodenn.

Hentad Redadeg 2018